Stéphane Gatignon, bet maer kêr Sevran: "ar Stad n'he deus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ".

• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». Abenn ar fin oc'hc'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
SGATIGNON: Abaoe 17 vloaz on maer. Ar muiañ posupl a glaskan ober. Met aze 'meus ket startijenn ken. Pounner ar bec'h pa reer wardro ur gêr 'ma vev 35% eus an dud dindan ar feur paourentez. Kudennoù lojeiz zo, kudennoù surentez ivez. Dav stourm atav. Skuizhus eo. Dav chom a–sav pa grog da vezañ re boanius.

• Ur burnout a vije bet adrasur, ma vijec'h chomet e penn kêr Sevran?
SGATIGNON: N'ouzon dare, met n'hallan ket ken. Skuizhusbras 'vez stourm evit raktresoù, hag en em gavout asambles gant tud n'o deus ket c'hoant ez afe an traoù warraok. Servijoù ar Stad da gentañ–penn. Ur skouer diboell: tachenn an uzin Westinghouse, serret e 1993. Ur pezh mell stlabez, da vezañ disaotret. Deuet omp da benn, asambles gant ur penngaser, da sevel ur raktres mesket gantañ a bep seurt lojeizoù, a bep seurt poblañsoù, a bep seurt rummadoù. Tri bloavezh 'neus padet ar stourm, amzer da gavout an arc'hantaouiñ. Savet ur savadur kentañ, met abaoe eizh miz emaomp o c'hortoz ur siell evit an eil. Prest ar c'hamionoù da gregiñ ganti, met ret eo kaout asant ar Stad. Ne vo resevet gwenneg ebet diganti, met n'eus siell ebet diganti... N'eus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ, setu pezh a soñj din en diwezh. Berniet 'vez paourentez gant ar Stad. Ne fell ket dezhi ma cheñcho an traoù. Diwezhañ respont diganti: «met, ha studierien zo war ho tiriad?». Ya 'vat, diskennet an dud diouzh ar gwez, boulc'hurun...

• Neuze, dre vras, pezh a ra ar Stad: goulenn digant ar c'humunioù elec'h ma vez kalz lojeizoù sokial degemer muioc'h anezho c'hoazh, hep rediañ d'en ober ar c'humunioù elec'h ma vez nebeud?
SGATIGNON: Dres. 40% zo dumañ, ha pa vez raktresoù dishañval e vez respontet deomp gant servijoù ar prefeti: «achu gant al lojeiz sokial?». Dav stourm ouzh paotred o burevioù na fell ket dezho ma cheñcho an traoù. Klevet 'vez e pep lec'h e vije dispignet forzh pegement er banlevioù gant ar Stad. Met e gwirionez eo 20% bihanoc'h koust ar velestradurezh publik en hon tiriadoù evit e Paris pe en takadoù war ar bern. Rak ar reizhiad poentoù en em gav an danvez kelennerien dumañ. Gwelloc'hmarchad int evit ar re ugent vloaz skiant dezho. Se zo kaoz eo bihanoc'h, er banlevioù, hollad goproù ar velestradurezh publik a denn d'an deskadurezh. Memes tra gant ar polis. Ha pa soñjer er bolised yaouank, deuet ag an Ardèche pe ar Creuse, en em gav e ranngêr ar Beaudottes. N'emaint ket en o bleud, koulz lavarout... Gallout a ra an den flaeriañ gant an aon, dre ma ne oar ket ar c'hodoù. Diwar se 'vez tenn an traoù. Biskoazh!
E lec'hioù zo, e SeineSaintDenis, e vev etre 25% ha 40% eus an dud dindan ar feur paourentez. Tarzhet o dije an traoù ma ne vije ket starttre ar c'hengred, er c'humuniezhoù pe er ranngêrioù. Ouzhpenn se emañ ar marc'had du. Ekonomiezh an ''en em besketa'', dishañval diouzh hini an trafikoù. Hiziv 'vez graet 20 pe 30% eus al labour 'modse, e lod chanterioù STLF. Hag eus pelec'h emañ ar re o c'hounit o zamm kreun 'modse? Eus dumañ! Laouen 'vez tout an dud, ar strollegezhioù koulz hag an embregerezhioù bras, a ra gant an eilkevratiñ evit chom hep bezañ karezet. Anv zo a vihanaat ar c'hargoù diwar an embregerezhioù bras, met perak ne vefe ket krog gant ar re dezho nebeutoc'h evit pemp implijad? 'Gizse ez afe an dud emaez al lagenn. Politikerezh an hini eo talañ ouzh kementse, met ne reer tra da reizhañ an traoù abaoe daouugent vloaz.



• Abalamour da se e plantit reuz, o c'houlenn ma teuio tokarnioù glas.
SGATIGNON: Ya 'vat. Bemnoz e tenne tud gant kalachnikovoù. Ha me da lârout: «kaset 'vez soudarded da bep korn eus ar bed, da virout ouzh paotred d'en em lardañ. Met amañ an hini eo eo dav ober se, ma vo achu gant al lazhadeg, rak tennañ 'ra an dud an eil war egile». Ma, me 'felle din lakaat ar polis da zont, hep mui ken. Epad tri bloaz ez eus bet tremendistremen, gant ar viñsaskell nozdeiz... Un torrpenn 'oa, er bevet 'meus gant ma bugale.

• Marteze, met ne oa anavezet Sevran gant den kentoc'h, eskoaz brud fall he deus hiziv...
SGATIGNON: Ne ran ket wardro brud ar gêr pe ma hini. Mont da zouarañ tud, eizh den en ur ober bloaz hanter, aze emañ an dalc'h... Ha pa vez skrivet war ar c'hazetennoù «ur marv trumm ouzhpenn e Sevran», n'eo ket ganin eo bet lazhet ar paotr, yañ. Ret eo bet kavout diskoulmoù, met cheñchet o deus an traoù. Abaoe ez eus bet tennet div pe deir gwech, rak istorioù kozh. Ahentall 'vije evel e Masilia, ugent, pemp den marv warn–ugent. N'eo ket diskoulmet an afer avat, aet an drafikerien da lec'h all. Met ne vir ket ouzhin da embann eo ret aotren ar butun–nij, peogwir 'vo ket kavet 'mod–se penn d'ar goulennoù afed yec'hed, ekonomiezh, surentez. Dav eo lezennekaat.

• N'emañ ket adu kalz Sevraniz ganeoc'h war ar poent-se.
SGATIGNON: E 2012 'oa bet skignet traktoù 'ma oa bet skrivet gant lod em boa c'hoant da zrammañ ar vugale zoken... N'emaomp ket an holl adu an eil gant egile em strollad zoken. Met dav bezañ kalonek, difenn savboentoù a zo ar bihanniver ganto er penn kentañ. Lavarout d'an dud emañ ar gwir ganto, hag e vo cheñchet penn d'an holl vizhier, zo lorbus ha poblelour.

• Lorbus e oa ivez komz wareeun e BFM-TV en un deltenn, da vare ho harzdebriñ, kea?
SGATIGNON: Gast a c'hast! O vont da greviñ 'oamp! Emaon er stourm politikel. Pemp milion a euroioù a zlee an ANRU (Ajañs Broadel evit an Neveziñ e Kêr) din, gant ur bloavezh hanter dale paeañ. Din 'oa kement–se goproù ha fakturennoù n'hallemp ket paeañ. Ha tud o vont da serriñ o stal goude se.

• Pa vezit e emvodoù e Paris e vezit gwelet evel ur c'hi en un iliz?
SGATIGNON: Dav kompren eo ur business etre an dilennidi lec'hel hag ar velestradurezh. Mont 'rez da varc'hata kaoc'haj gant ar prefed, evit un dra 'halli tennañ splet anezhañ goude, hag all. Den ne lavar grik, neuze. Me a gomz. Hag arru on skuizh o c'hoari ma legon, rak an holl dud a chaok o ivinoù en emvodoù! Se zo kaoz e sell an dud ouzhin, dispourbellet o daoulagad. N'ouzont grik eus ar pezh kontet ganit. Rannet eo an daou ved penndabenn. En diwezh n'hallez ket gouzañv an dudse ken, er ministrerezhioù, an deknokrated dalc'het politikerezh ar c'hêrioù ganto abaoe bloavezhioù.

• Plijet oc'h gant an drolavarse...
SGATIGNON: Ma, me zo 'tont eus ar banlevioù, eus TKK Argenteuil. Pa'z an da emvodaoua da Baris em bez c'hoant da skeiñ ganto, an dud. Gwir eo pa lavaran n'hallan ket gwelout anezho ken, pa lavaran eo fizikel. N'hall ket bezañ gouzañvet o fae war ar banlevioù, ur fae renkad. Dezho, teknokrated ha politikerien, ne zlefen ket bezañ en tuse, abalamour din da vezañ gwenn ma c'hroc'hen, gwisket cheuc'h, bet graet studioù.

• Pa dalit ouzh ar Stad e rit un tamm evel un den dizesper hag a ya da c'houlenn sikour digant e vaer...
SGATIGNON: Abaoe m'on pemzek vloaz e ran politikerezh. Aviskoazh em eus graet memes mod. Gant un doare eeun un tamm d'ober politikerezh. Pa vezer dilennet e chomer stourmer. Emaon o tont eus ur bed komunour, o tont eus an istorse. An holl dud zo bet stummet e BroC'hall diwar ar gomunouriezh: ar sokialourien, an tu kleiz pellañ, an tu dehou ivez. Stourmerien 'veze stummet, skolioù 'veze, ha goude 1989 o deus soñjet tout an dud: «gast! brav ar vuhez bremañ, n'eus ket da stummañ an dud ken». Diwar se ne ra den politikerezh ken hiziv an deiz. Spontus eo ar renkad politikel avremañ.



• Koulskoude oc'h bet er PCF, araok mont gant an ekologourien. Ha goulennet ho peus votiñ Macron!
SGATIGNON: Hennezh 'oa an hini nemetañ evit tremen ebiou d'un eil tro tu dehou / tu dehou pellañ. Gantañ 'tleed mont wardu ur gevrediezh digor, sañset. E gwirionez 'vez kreizennet endro pep tra gantañ. Kentañ din gwelout ur burevierezh 'm'eo adaozet pep tra trodro d'ar velestradurezh. Ma kendalc'h an traoù da vont 'modse en em gavimp evel e Italia: un tu dehou poblelour hag un tu dehou pellañ. N'eus ket demokratelezh er strolladoù politikel, neuze n'eus ket demokratelezh politikel; treutaet pep tra en tu kleiz, disteraet En Marche!, dihunet les Républicains gant Wauquiez, Ciotti ha me 'oarme e penn ar strollad, ha distro Marion Maréchal–Le Pen. N'eo ket gwall vrav ar senario.

• Gant hoc'h enebourien bolitikel ez eus bet tamallet deoc'h reiñ mel d'o dilennerien...
SGATIGNON: (O TROC'HAÑ AR GAOZ) Met petra 'dalv? Lâret 'z eus bet din: «ya, an Damouled...». Met petra, gant an Damouled? N'eo ket gall an tri falefarzh anezho, ne votont ket! Pep a zaou brof zo resevet gant re gozh Puteaux; ne roanme tra, ne ran foutre kaer. Ha koulskoude eo ar re gozh ar re o votiñ evidon!

• Penaos plijout d'ar re gozh, neuze?
SGATIGNON: Ober traoù evit ma'z afent emaez o zi, abadennoù gant rest ar boblañs, evit ma n'o defe ket aon ken. Meskañ an dud eo bet ma fal ahollviskoazh, lakaat anezho da gompren eo an takad foran d'an holl dud. Tri bloaz zo 'oan bet o welout ar rabbin nevez: «gast a c'hast, dav deomp labourat asambles, boulc'hurun!». En em serret 'oa an dud duhont, hag ar rabbin en deus anzavet 'oa ar gwir ganin. Abaoe 'vez enaouet goulaouennoùkoar en takad foran da Hanoukka. Lâret 'vo e roan mel d'ar Yuzevien, da gaout o mouezhioù, met ne ran forzh. Me 'fell din ma vo perzh an holl dud e buhez ar gêr. Gwell ase ma votont goude se, met ne reont ket peurliesañ. Hag ouzhpenn se n'o deze ar c'hevredigezhioù meneget skoaziad ebet. Peogwir n'hor boa ket arc'hant! Deoc'h da gompren, lâret 'oa bet din n'oa tamm paper privezioù ken pa oan en em gavet en tikêr. E 2001 'oa. Ne oa alarm ebet ken er skolioù kennebeut. Sell 'ta! Kornioùboud 'zo bet prenet ganeomp.

• Gant kambr rannvroel ar c'hontoù e oa bet karezet ho toareoù merañ, ha traoù a–dreuz gant labourioù zo.
SGATIGNON: Klasket he deus difoñsan ac'hanon, ya. Abalamour da dri labour, rummad kentañ, tapet gant tud aziavaez kêr, Parizianed, neket tud Sevran. A bep tu he deus klasket laou em fenn. Met, gouzout 'rit, pep tra a dremen dirak ar c'huzulkêr, pep tra zo kontrollet pa vez skoazellet ar c'hevredigezhioù. Kement tra paeet ganeomp a dremen dre an teñzorour paeer, dre ar Stad neuze. Unan en deus klasket fouzhañ ac'hanon: de la Villardière. Hennezh 'neus lâret din: «kevredigezhioù islamist zo arc'hantaouet ganeoc'h!». Forzh petra! Just awalc'h 'vo diskouezet gant kentañ danevell kambr ar c'hontoù emañ Sevran etouez ar c'hêrioù a ro an nebeutañ a arc'hant d'ar c'hevredigezhioù. Anat: arc'hant n'hon eus ket!



• Ha ma vefe kinniget deoc'h gant Macron ur c'hefridi evit ar banlevioù? Petra a vefe graet ganeoc'h?
SGATIGNON: Perak ne vefe ket, ma kinnig postañ nouspet miliard evit ar banlevioù? Met warlerc'h, petra 'vo graet gant an arc'hantse? Gortozet 'ran gwelout an danevell gant Borloo. Traoù zo bet lakaet da vezañ gouezet gantañ. Embannet 'vo un dra gantañ, n'emañ ket 'ba'r jeu politikel ken... Ur barzh eo Borloo.

• C'hwi a gred deoc'h e vo roet o dilez gant maered all ag ar banlevioù?
SGATIGNON: N'ouzon ket. Met anavezout 'ran lod a zo skuizhdivi, ya. Kement a draoù zo d'ober c'hoazh evit gwellaat hor c'hêrioù ha buhez an annezidi. Dav kaout muioc'h a youl hag a beadra. En hon tiriadoù en em gav tud yaouank, bedvroat, a oar diouzh an teknologiezhioù nevez... Er business emañ an dud, peogwir e klot gant ar bed evel m'emañ. N'eo ket er VIIvet ranngêr e Paris emañ al lusk. Er banlevioù emañ! Emañ BroC'hall Tadig o kreviñ, yañ...

© diwar PRIETO SANTOS Javier ha RIOU Vincent, «L'État empile de la pauvreté sur de la pauvreté», Society, miz Ebrel 2018.


—— GERIAOUEG ——
AOTREN, AOTRE (autoriser)
ARC'HANTAOUIÑ (financer)
BEDVROAT (cosmopolite)
BIÑSASKELL*, AR VIÑASKELL (l'hélicoptère)
AR BUREVIEREZH (la bureaucratie)
C'HOARI LEGON (faire la mouche du coche)
DIBOELL (insensé, fou)
DISPOURBELLET (écarquillé; grand ouvert)
DRAMMAÑ (droguer)
EILKEVRATIÑ (la soustraitance)
EN EM BESKETA = EN EM ZIFRETAÑ
EN EM LARDAÑ (se foutre sur la gueule)
ESKOAZ (comparé à, alors que)
AR FEUR (le taux)
FLAERIAÑ GANT AN AON (se chier dessus [fig.])
FORAN (public)
KAREZIÑ (blâmer, accuser) → DIGAREZ
KEFRIDI, AR C'HEFRIDI (la mission)
KENGRED, AR C'HENGRED (la solidarité)
KORNBOUD, AR C'H (la corne de brume)
BEZAÑ EL LAGENN* (être dans la panade)
LEZENNEKAAT (légaliser)
LORBUS (démagogique)
MELESTRADUREZH* PUBLIK, AR V (la fonction publique)
AR PALEFARZH (le quart)
AR PENNGASER (le promoteur)
POBLELOUR (populiste)
REIÑ E ZILEZ (démissionner)
REIZHAÑ (corriger)
AR REIZHIAD* = AR SISTEM
AR RENKAD* (la classe sociale)
SEVEL TIEZ HA LABOURIOÙ FORAN (BTP)
AR SIELL* (le tampon, le sceau)
SKIGNAÑ (diffuser)
AR SKOAZIAD* ARC'HANT (la subvention)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)
TALAÑ OUZH (s'opposer à)
TENNAÑ SPLET EUS (tirer profit de)
TKK / TAKAD DA GÊRIEKAAT DA GENTAÑ (ZUP)
UR C'HI EN UN ILIZ (un chien dans un jeu de quilles)
WAR AR BERN (dans l'aisance)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire